Bronneg mor
Ar bronneged mor pe morvronneged zo loened bronnek a vev er morioù dreist-holl hag a gav o boued er morioù. Mont a reont d'ober un hollad 120 spesad ; en o zouez emañ ar morviled (balumed, delfined, morhoc'hed), ar Sirenia (dugonged hag ejened-mor), ar reuniged (morleoned, otaried, koleoù-mor), ha spesadoù dourgon hag a vev er mor.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/6/61/Humpback_Whale_underwater_shot.jpg/220px-Humpback_Whale_underwater_shot.jpg)
E-touez al loened-se emañ ar balumed, brasañ bronneged an douar. Lod eus ar bronneged mor ne vevont nemet en dour evel ar morviled, tra ma c'hall lod all tremen ul lodenn eus o buhez war an douar, evel ar reuniged pe an dourgon mor.