Dugong


Chalus (VU)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Sirenia
Kerentiad : Dugongidae
Genad : Dugong
Anv skiantel
Dugong dugon
Müller, 1776
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

An dugong (Dugong dugon) a zo ur bronneg mor. Er memes urzhiad hag an ejen-mor emañ.

Doareoù pennañ

kemmañ

Etre 2,50 ha 4 metr eo hirder e gorf, hep diforc'h ebet etre par ha parez. Etre 250 ha 900 kg eo e bouez.

E groc'hen zo tev, flour ha gwenn-koaven pa vez ganet. War deñvalaat ec'h a gant an oad. Aet eo e izili a-raok da balvezennoù 40 cm a hirder. Servijout a reont d'ar re yaouank da vont war-raok pa vez implijet gant al loened deuet da sturiañ hag o lost da boulzañ.

O lapenn grec'h a c'holo o genoù troet ouzh an traoñ. Implijout a reont an 10 dant bennak a zo en o beg evit kregiñ er plant hag o muzell grec'h evit diwriziennañ anezho.

Gouennañ

kemmañ

N'eus prantad ispisial ebet e-korf ar bloaz evit ar gouennañ. Padout a rafe an dougen war-dro bloaz hag ur menn nemetañ (1 metrad hir ha 30 kg a bouez) a vez ganet e dourioù bas. Kerkent ha ganet e neuñv an hini bihan betek gorre an dour da analiñ.

An dugonged a chom gant o mamm e-pad bloaz ha tizhet e vez o oad gour da 9 pe 10 vloaz.

Geotdebrer eo an dugonged hag en em vagañ a reont diwar plant, dindan an dour. Hejañ a reont o fenn a-raok lonkañ anezho evit skarzhañ kuit ar gouelezennoù diwarno.

 
Tiriad an dugong

Preizhata

kemmañ

Chaseet e vez an dugonged gant an dud evit o c'hig. Priziet e vez ivez o eskern hag o dent hag a zo evel olifant, hag o c'hroc'hen.