Brooklyn Nine-Nine
Krouer Dan Goor
Michael Schur
Aktourien bennañ {{{Aktourien bennañ}}}
Bro orin SUA
Doare Polis, Fent
Koulzadoù 8
Abadennoù 153

Brooklyn Nine-Nine zo ur sitkom stadunanat hag a gont troioù-kaer skipailh departamant polis New York (NYPD) komiserdi n°99 Brooklyn. Jake Peralta, un igounier bourdus, eo an dudenn bennañ. Pennadiñ a ra alies ouzh urzhioù ar c'habiten nevez ha dic'hoarzh a zo o paouez erruout, Raymond Holt.

Skignet eo bet war Fox adalek miz Gwengolo 2013 ha war NBC adalek miz Genver 2019 betek miz Gwengolo 2021. Roet eo bet Golden Globe ar stirad skinwel doare komedienn wellañ d'ar c'houlzad kentañ ha Golden Globe an aktour gwellañ en ur stirad skinwel doare komedienn da Andy Samberg hag a c'hoari an igounier Jake Peralta. Un Emmy Award zo bet gounezet gant Andre Braugher hag a c'hoari ar c'habiten Raymond Holt.

An istor

kemmañ
 
Savadur 78vet komiserdi Departamant Polis New York implijet evel skeudenn diavaez komiserdi ar stirad.

Heuliañ a reomp troioù-kaer skipailh komiserdi 99 Brooklyn, Raymond Holt en e benn, ur c'habiten afroamerikan hag heñvelreviat hag a chom dic'hoarzh atav. Jake Peralta zo un igounier hag a zeu a-benn da ziskoulmañ kalz aferioù daoust da vezañ distenn ha mibilius. An igounierez stresset Amy Santiago, an igounier lent ha leal ha mignon gwellañ Jake Charles Boyle, an igounierez kinek Rosa Diaz hag ar serjant korfembreget Terry Jeffords eo an tudennoù pennañ all hag a ya war-lerc'h tordefourien New York. Ar skoazellerez velestradurel droukc'hoapaus Gina Linetti hag an igounierien gozh, lezirek ha sklouf Michael Hitchcock ha Norm Scully a weler alies ivez er c'homiserdi, zoken ma ne seblant ket bezañ kalz labour war o chouk.

Komedianeta

kemmañ

Degemer ar stirad

kemmañ

Roet eo bet d'ar c'houlzad kentañ ur skor a 89% gant Rotten Tomatoes, hag ur skor a 100% d'an eil koulzad.

Azesaet eo bet ar sitcom e Kebek e 2020, dindan an anv "Escouade 99".

Liammoù diavaez

kemmañ