Arabat eo droukveskañ gant sae verr.

Brozh verr, berrvrozh a reer eus ur vrozh (brozhioù, brezhier, el liester), da lavarout eo ur pezh dilhad a ziskenn a-hed ar c'horf adalek an dargreiz, ha ne dap ket izeloc'h eget an daoulin.
Strizh e vez ar brezhier berr peurvuiañ, met war zigeriñ e c'hallont bezañ ivez.

Berrvrozhioù

Berroc'h c'hoazh eget ar berrvrozhioù zo : ar brozhioùigoù berr-berr.

En Henamzer e veze gwisket brezhier berr gant ar wazed.

En XXvet kantved e oa kroget giz ar brezhier berr. E kabared ar Folies Bergère e Pariz e 1926 e touge Josephine Baker ur vrozh verr graet gant bananez. Ret e voe gortoz ar bloavezhioù 1960 koulskoude evit gwelout ar c'hiz-se oc'h en em skignañ dre Europa.

 
Soudarded roman
 
Josephine Baker, 1926

Sportoù

kemmañ
 
Séverine Brémond Beltrame (2008)

Brezhier berr a vez douget gant ar merc'hed e sportoù zo, evel an tennis.
Adalek ar bloavezhioù 1940 da vihanañ e voe gwelet brezhier berr gant ar sportourezed.
Lavaret e vez ez eo kresket niver ar sellerien abadennoù tennis er skinwel abaoe m'eo berraet kalz brezhier ar merc'hed.

Levrlennadur

kemmañ
  • (de) Bianca Lang, Tina Schraml, Lena Elster: Der Minirock. Die Revolution - Die Macher - Die Ikonen. Edel-Edition, Hamburg 2009, ISBN 978-3-941378-05-6.