Buan (Kembre)

Kumuniezh relijiel e Kembre

Buan zo ur gumuniezh e Kembre, e gwalarn kontelezh Gwynedd. Emañ e-kreiz ledenez Llŷn. Anvet eo diwar sant Buan, unan eus diskennidi Llywarch Hen hervez ar richenn. Kavout a reer an anv-se ivez en anv ur c'hreñvlec'h a zo eno, Garn Boduan.

Iliz Sant Buan, e Boduan

Er gumuniezh emañ kêriadennoù Boduan ha Rhydyclafdy. Er gumuniezh ivez emañ Madryn, ar gêr ma voe ganet Love Jones-Parry, unan eus saverien y Wladfa, en Arc'hantina.

E 2011 e oa 484 a dud o chom e kumuniezh Buan ha 351 anezho a oa kembraegerien (75%)[1].

Notennoù

kemmañ
  1. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol. Kavet : 2012-12-12..

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.