Llywarch Hen (534-634) a oa roue diwezhañ Rheged ar c'hreisteiz, unan eus rouantelezhioù brezhon en Hanternoz Kozh Enez Vreizh, a zo Hen Ogledd Kembreiz ; mab e oa da Elidyr Llydanwyn, roue Rheged en e raok, ha kenderv da Urien Rheged, priñs Rheged.

Repu a rankas mont da glask da rouantelezh Powys dirak aloubadeg an armeoù saoz. Eno e teuas da vezañ ur barzh brudet e penn-kentañ ar VIIvet kantved.

Stag eo e anv ouzh Llanfor, e-kichen lenn Tegid, er Bala e Meirionnydd.

Brudet eo e varzhonegoù diwar-benn marv e genderv Urien Rheged, diwar-benn Cynddylan Pengwern ha diwar-benn e vibion-eñ.

War a greder ez eo gantañ e oa bet dastumet penn Urien en aerva.

Hervez ar vojenn e oa niverus e vugale, goude ma n'eo ket asur ar gont : 24 hervez ar barzh, met 39 hervez dihelloù all, hep kontañ e verc'hed.

Kantvloaziek e oa pa varvas e 634.

En e varzhonegoù ez eus kaoz eus aloubadeg Breizh-Veur gant ar Saozon. Ganto e vije bet awenet diouganoù Gwenc'hlan e Barzaz Breiz.

« Barzhonegoù Llywarch Hen »

kemmañ

En IXvet kantved ez eo bet skrivet ar barzhonegoù Canu Llywarch Hen, ha Canu Heledd . N'ouzer ket gant piv int bet skrivet. Meneg zo graet gant ar barzh eus anv an daou zen-se : unan anezhe a veve er VIvet kantved, egile er VIIvet.

E Canu Heledd ez eus kaoz eus rouaned Pengwern, eus Geraint, eus Emgann Llongborth, a vez lakaet war e anv.

Disheñvel avat eo e varzhonegoù diouzh re Taliesin hag Aneirin en e raok, dre ma tispak enne e drivliadoù personel en ur zerc'hel d'an hengoun harozel.

Barzhonegoù istorel int en un doare eta, ha kaoz enne eus ar stourm enep ar Saozon, eus 24 mab Llywarch hag eus Cynddylan, breur Heledd, bet lazhet en emgann.

Un darn

Stafell Gynddylan ys tywyll heno
Heb dan, heb deulu
Hidl fy neigr men yd gynnu

Sal vras Gynddylan zo teñval henozh
Hep tan, hep tiegezh
Skuilhañ a ra ma daeroù el lec'h m'emañ gourvezet

Levrlennadur

kemmañ