Buhez Genovefa a Vraban
Buhez Genovefa a Vraban (an anv war ar golo), pe Buhez Skouerius Jenovefa Kontez a Vraban (an anv e-barzh al levr) zo ur romantig gant Klaoda 'r Prat, embannet gant Emgleo Sant Iltud, e 1926. Triwec'h pajennad ha pevar-ugent zo el levr, rannet e seitek pennad, ur skeudenn e deroù pep hini. Ur rakskrid zo hogen taolenn ebet nag en deroù nag e dibenn al levrig. Er rakskrid e lavar an oberour eo savet e labour diwar "Gontadennoù ar Chaloni Schmid", ha bet aotre gantañ, emezañ, d'he zrei, e brezhoneg.
An istor
kemmañDiazezet eo war ur vojenn grennamzerel, hini Jenovefa a Vraban. Meneget ez eus ivez gwerzennoù eus Buez Santez Genovefa, ur pezh-c'hoari embannet e Lannuon e 1864.
Ar pennadoù
kemmañSeitek pennad zo el levr, setu o anvioù er skritur orin:
- Pennad 1 : E ti he zud - Hec'h eured
- Pennad 2 : Sifroa o vont d'ar brezel
- Pennad 3 : Jenovefa zo tamallet e gaou
- Pennad 4 : Jenovefa en toull teñval
- Pennad 5 : Jenovefa a deu da veza mamm
- Pennad 6 : Jenovefa a glev anv eus he barnedigez
- Pennad 7 : Jenovefa a zo kaset d'ar maro
- Pennad 8 : Eun heiez a vag Jenovefa hag he mab
- Pennad 9 : Buhez Jenovefa er gouelec'h
- Pennad 10 : Jenovefa o skolia he mab Benoni
- Pennad 11 : Jenovefa a gav eur gwiskamant tomm a-ben ar goanv
- Pennad 12 : Jenovefa a gouez klanv
- Pennad 13 : Jenovefa war c'hed eus ar maro
- Pennad 14 : Rann-galon Sifroa o kredi eo maro Jenovefa
- Pennad 15 : Sifroa a gav Jenovefa
- Pennad 16 : Jenovefa a zizro d'he c'hastell
- Pennad 17 : Penaos ec'h echu istor Jenovefa a Vraban