Buzzcocks zo unan eus ar strolladoù pennañ en istor ar punk rock breizhveuriat. E 1976 e krogas ar strollad da seniñ, war-lerc'h un abadenn roet gant ar Sex Pistols e Manchester.

Buzzcocks war al leurenn e Porto Alegre

O sonerezh a zo levezonet gant spered ar punk : kanaouennoù buan, berr, gitar-tredan war-raok, emzalc'h tud yaouank o deus traoù da lavaret en un doare eeun. Ar pezh a oa disheñvel enno e oa danvez ar c'hanaouennoù (istorioù a garantez dreist-holl), mouezh uhel ha bresk Pete Shelley, hag ampartiz dispar ar tabouliner, John Maher, a oa bet dilennet tabouliner gwellañ gant ar gelaouenn rock vreizhveuriat NME.

Ur bladenn maksi-45 tro, Spiral Scratch, a zeuas er-maez e 1976, gant Howard Devoto o kanañ. Mont a reas hemañ kuit evit echuiñ e studioù (krouiñ a reas Magazine un nebeud mizioù diwezhatoc'h). Shelley, Diggle, Garvey ha Maher a embannas teir fladenn LP etre 1977 ha 1981 hag un niver bras a 45 tro (dastumet war Singles Going Steady). Brudet e oant e Bro-Saoz, met hini ebet eus o fladennoù a bignas uhel a-walc'h (ar renk gwellañ a oa tizhet gant Ever Fallen In Love : #12 e Bro-Saoz). E 1981, skuizh ha kollet ganto an awen, e tispartias ar strollad.

Adkrouet e voe Buzzcocks e 1989. Kendalc'het o deus da reiñ abadennoù ha da embann pladennoù nevez, enno a-wechoù kanaouennoù a zegas soñj war-gil, betek amzer o yaouankiz.

Pete Shelley, bet ganet d'ar 17 a viz Ebrel 1955 e Leigh e bannlev Manchester, a varvas d'ar 6 a viz Kerzu 2018 e Tallinn en Estonia, oadet 63 bloaz.

Izili ar strollad

kemmañ
 
A gleiz da zehoù : Steve Diggle, Pete Shelley, John Maher ha Chris Remmington @ Hellfest 2013
  • Howard Devoto (1976-1977) : gitar tredan, kan
  • Garth (1976-1977) : gitar-boud
  • Pete Shelley (1976-2018) : gitar-tredan, kan
  • Steve Diggle (1976-bremañ) : gitar-tredan, kan
  • John Maher (1976-1981) : taboulinoù
  • Steve Garvey (1977-1981): gitar-boud

Pladennoù

kemmañ