Cú Roí
Cú Roí mac Dáire (Cú Ruí, Cú Raoi) a oa roue Mumhan er Rúraíocht e gwengelouriezh Iwerzhon. Taolennet e vez evel ur brezeler gant barregezhioù dreistdenel ha dezhañ galloudezhioù hud. E anv a dalv moarvat "ki ar maez", pe "ki an aerva". Mab Dáire mac Dedad (pe Dáire Doimthech) eo hag un ezel ag ar c'hlann Dedad. Hogen, hervez T. F. O'Rahilly eo "Cú Roí ha Dáire an hevelep den".
Cú Roí a vez kavet en ur bern testennoù iwerzhonek, en o zouez: Forfess Fer Fálgae, Amra Con Roi, Brinna Ferchertne, Aided Chon Roi, Fled Bricrenn, Mesca Ulad ha Táin Bó Cúailnge. Danevelloù a ziskouez un enebadur etre eñ hag haroz Ulaid Cú Chulainn, hag a lazho anezhañ.