CSS David a oa ur vag torpeder eus mare Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. D'ar 5 a viz Here 1863 e voe implijet evit un dagadennig war an USS New Ironsides, a oa o kemer perzh e blokus e Charleston (South Carolina).

CSS David
lestr
Lec'h produiñCharleston Kemmañ
Deiziad digoradur ofisiel1863 Kemmañ
Country of registryStadoù Kengevreet Amerika Kemmañ
Plan ar CSS David

Savet e oa bet an David hervez patrom St. Julien Ravenel. Da gentañ ne oa nemet ur vag prevez, savet gant T. Stoney e Charleston, South Carolina, e 1863. Lakaet e oa bet e-barzh ar morlu kengevreet.

 
Ar vag CSS David e porzh Charleston

En holl e vefe bet savet un ugent bag-torpilenn doare David type hag implijet gant at CSN. Ar vag e stumm ur sigar a c'helle dougenn ur vombezenn (81 × 25 sm) evit ur pouezh a 60 kilo. Ar vombezenn a oa staget ouzh ur vrec'h e beg ar vag. Ar CSS David a oa implijet evel darn spluj: douar a oa lakaet da zont er ballast, evel-se e oa evit an darn dindan-vor. Soñj krouer an David a oa e vefe tu implij anezhañ en dour izel ar pezh a rae eus ar vag ul lestr-spluj hervez ar stumm hollek. En gwirionez e chome ur vag rak ne spluje ket tout ar vag. Implijet diouzh noz, o kuzumiñ glaou anthracite (deviñ a ra hep moged), an David a oa diaes spontus da vezañ gwelet evel ur gwir lestr-spluj.

 
Tagadenn an USS New Ironsides gant ar CSS David