Caergwrle zo ur gêriadenn e biz Kembre, e Sir y Fflint. Emañ un tammig en hanternoz da Wrecsam, tost da gêriadenn Abermorddu, e-harz Mynydd yr Hob, un dorgenn izel.

Ar stêr Alun e Caergwrle

Emañ Caergwrle war ribl ar stêr Alun. E-kichen ar gêriadenn emañ dismantroù Kastell Caergwrle, ur c'hastell savet en XIIIvet kantved gant ar priñs Dafydd ap Gruffudd, breur da Llywelyn ap Gruffudd, war douaroù roet dezhañ gant Edouarzh I, roue Bro-Saoz. Ur pont kozh, eus ar XVIIvet kantved, zo er gêriadenn ; darbet e voe dezhañ bezañ distrujet gant un dic'hlann dour e 2000, met adkempennet eo bet abaoe.

E kumuniezh Yr Hob emañ Caergwrle.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.