Candace zo un anv-badez saoznek roet d'ar merc'hed e SUA dreist-holl.

Dont a rafe an anv Candace eus anv ur rouanez (Kandakè e gregach) a gaver en Testamant Nevez. En Oberoù an Ebestel (8:26-8:27) ez eus kaoz eus un den eus bro "Candace, rouanez an Etiopianed":

Hag Ael an Aotrou a lavaras da Fulup : Kae war-zu ar c'hreisteiz da dapout an hent a gas eus Jerusalem betek Gaza, a zo didud. Hag eñ sevel ha mont: Ha gwelout un den eus Etiopia, ur Spazh a renk uhel dindan Candace, Rouanez an Etiopianed, karget eus an teñzor, deuet da Jerusalem da azeuliñ[1].

Hiziv e kreder e oa an anv kandake un anv divoutin roet da rouanezed e rouantelezh Kush, en Afrika. Setu soñj André Chouraqui, en e droidigezh c'hallek, pa ginnig ar furm Qandaq.

Adstummoù

kemmañ
  • Candice, diwar an doare da zistagañ Candace.

Lennegezh

kemmañ

Brudet

kemmañ

Brudet eo bet adalek ar bloavezhioù 1950[2]. E SUA e voe stank a-walc'h an anv er bloavezhioù 1970, 1980, 1990.

Notennoù

kemmañ
  1. http://bible.oremus.org/?passage=acts+8:26-8:27&version=nrsvae. Skeudennet eo ar senenn - ur ral eo - en ur sablezenn en iliz Pleiben.
  2. https://web.archive.org/web/20170131102040/http://www.babynameshub.com/girl-names/Candace.html