Caristii a vez lavaret eus ur bobl rakroman e hanternoz Ledenez Iberia, er broioù deuet da vout Bizkaia hag Araba, en Euskal Herria. Krediñ a reer e c'hallfent bout kar pe d'ar Gantabred pe d'ar Geltibered, pe d'ar Vaskoned. Er c'hornôg dezho e oa an Autrigones, er reter ar Várdulos.

Ledenez Iberia en trede kantved kent JK ; edo ar Garistii o chom en hanternoz, tostik d'ar Pireneoù, >en un tolead ma oa Kelted hag Akwitaned.

Bevañ a raent tre en tolead ma vez komzet rannyezh Bizkaia hiriv.
N'ouzer ket koulskoude pe e oant Akwitaned, ha kerent d'ar Vaskoned, pe Kelted, ha neuze kerent d'ar Gantabred ha d'ar Geltibered hag euskarekaet goude[1].

Notennoù

kemmañ