Vaskoned
Vaskoned (Vascones e latin) a veze graet eus ar bobl a oa o vevañ e kornôg ar Pireneoù da vare ar Romaned. En em astenn a rae o bro etre ar stêr Ebro hag ar Pireneoù, o c'holeiñ tamm pe damm ar pezh a voe Navarra diwezhatoc'h hag un tamm muioc'h. Pompaelo (Iruñea hiziv) hag Oiasso (Oiartzun ? Irun ?) e oa ar c'hêrioù pennañ er vro.
Pa voe aloubet an darn vrasañ eus al Ledenez iberek gant ar Vuzulmaned e deroù an VIIIvet kantved, e voe savet Dugelezh Vasconia ha Rouantelezh Pamplona gant diskennidi ar Vaskoned. E-pad ar Grennamzer e teuas Rouantelezh Pamplona da vezañ Rouantelezh Navarra.
Moarvat e teu ar gerioù (Bro) Vask ha Gwaskogn eus anv ar Vaskoned.