Carlo Iañ Mantova (Pariz 1580-1637 Mantova), a oa dug Nevers ha dug Retel, hag 8vet dug Mantova ha Montferrato (1627-1637).

E vuhez

kemmañ

Mab e oa da Ludovico Gonzaga-Nevers ( 1539-1595), dug Nevers, ha dug Rethel, ha priñs eus Mantova, ha da Henriette de Clèves. E dad, mab da Federico II Gonzaga, a oa bet kaset gant e dud da lez Bro-C'hall da vezañ savet gant bugale ar roue gall. E vamm a oa pennhêrez dugelezh Nevers.

D'e 13 vloaz e oa anvet Charles de Nevers; neuze ez eas gant e dad diplomat da lez ar pab Klemez VIII, ma weladennas lezioù Roma, Firenze, ha ma reas anaoudegezh gant e genderv Vicenzo Iañ a rene e Mantova.


E 1599 e timezas e Soissons da Catherine de Lorraine, merc'h da Charlez II, dug Mayenne ha dug Bar (ar Mayenne brudet a enebas ouzh Herri IV (Bro-C'hall)) ha da Henriette de Savoie-Villars. C'hwec'h bugel o doe.


Kêrioù

kemmañ

Dimezet kenetrezo, pe gevellet, eo ar c'hêrioù-mañ, ma renas : Nevers, Charleville-Mézières, ha Mantova.