Maria Carme Forcadell i Lluís (bet ganet d'an 29 a viz Mae 1955 e Xerta, Spagn) a zo ur bolitikourez katalan. Prezidantez Parlamant Katalonia eo bet etre 2015 ha 2017. Kelennerez war ar c'hatalaneg eo bet ivez.

A-du emañ gant dizalc'hiezh Katalonia ha krouet he doa ar gevredigezh Assemblea Nacional Catalana evit difenn ar mennozh-se.

Evel Prezidantez Parlamant Katalonia he doa renet an deiz ma oa bet votet an dizalc'hiezh d'an 27 a viz Here 2017 da heul ar referendom war an dizalc'hiezh. Abalamour d'an dra-se e oa bet lakaet en toull-bac'h gant Spagn da c'hortoz ur prosez.