Carnedd Llywelyn

menez

Carnedd Llywelyn eo ar menez uhelañ en aradennad Carneddau e menezioù Eryri e hanternoz Kembre.

Carnedd Llywelyn

An eil menez uhelañ eo e Kembre, goude Yr Wyddfa, gant 1 064 m uhelder. Emañ ar c'hern war ar vevenn velestradurel etre kontelezh Gwynedd ha Sir Conwy.
Emañ Carnedd Llywelyn e-kreiz ar c'h-Carneddau, etre Carnedd Dafydd er mervent ha Foel Grach en hanternoz.

Anvet eo Carnedd Llywelyn diwar an eil pe egile eus daou briñs kembreat eus ar Grennamzer, Llywelyn Fawr (11731240) pe e vab-bihan Llywelyn ap Gruffudd (c. 12251282), met ne ouzer ket diwar behini.
Carnedd Dafydd, nepell, zo anvet ivez diwar ur priñs kembreat all, Dafydd ap Llywelyn pe Dafydd ap Gruffudd.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.