Carvetii
Carvetii a oa ur bobl geltiek a veve er pezh a zo bremañ Cumbria, e gwalarn Bro-Saoz. E proviñs Britannia e oant ur geoded en-dro da g-Carlisle (Luguvalium).
N'eus ket anv anezho e Douaroniezh Klaudios Ptolemaios nag e testennoù latin all. N'eo anavezet o anv nemet gant enskrivadurioù latin kavet e Cumbria, e Penrith hag e Temple Sowerby. Marteze e oant kevredet gant pobl ar Vriganted.
Anv
kemmañEnskrivadurioù :
- ur maen bonn eus amzer Postumus, c 258-68 : C(IVITATE) CAR(VETIORUM)
- RIB 933 : ur maen bez (Old Penrith) : SEN(ATORI) IN C(IVITATE) CARVETIOR(UM)
Talvoudegezh : deveret e vije o anv diwar "karv", da lavaret eo : Pobl ar C'harv[1]
Notennoù
kemmañ- ↑ A.L.F. Rivet & Colin Smith : The Place-Names of Roman Britain. B.T. Batsford Ltd. London. 1979 - 1982