Castellmartin pe Castell Martin (Castlemartin e saozneg) zo ur gêriadenn e Sir Benfro, e Kembre. Emañ nepell diouzh an aod, er mervent da gêr Penfro hag er su da z-Doc Penfro. Emañ e-barzh kumuniezh Castellmartin a Stackpole.

iliz-parrez Castellmartin.

E-touez savadurioù kozh ar c'horn-bro e kaver ur voudenn-gastell norman he deus roet hec'h anv d'ar gêriadenn. Gouestlet e oa an iliz-parrez gwechall da Sant Varzhin met bremañ eo gouestlet da Sant Mikael ha d'an Hollsent.

Tremen a ra Gwenodenn Arvor Sir Benfro dre gumuniezh Castellmartin a Stackpole, met abalamour d'ur c'hamp a zo d'an arme ne c'haller ket mont re dost d'an aod.