Ceann Bhré (Bray Head e saozneg[1]) zo ur beg-douar uhel-mat war aod reter Iwerzhon, e kontelezh Cill Mhantáin.

Ceann Bhré

Bez' eo ivez unan eus kernioù Menezioù Cill Mhantáin, dezhi 241 metr uhelder. Darempredet stank a-walc'h e vez al lec'h gant kerzherien pa vez brav an amzer. E krec'h ar menez ez eus ur groaz, bet savet e 1950, ha bep bloaz da Wener ar Groaz e pign katoliked eus ar vro betek an nec'h.

Notennoù

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.