Ceyhan
Ceyhan (distaget [ˈdʒejhan] e turkeg) zo ur gêr hag un distrig e proviñs Adana, e Turkia, er reter da gêr Adana. Ouzhpenn 160 000 a dud a oa o chom e Ceyhan e 2018, ar pezh a ra anezhi an eil kêr vrasañ eus ar broviñs war-lerc'h Adana. Emañ war ribl ar stêr Ceyhan.
E Ceyhan emañ dibenn an eoulsan bras a gas tireoul eus Azerbaidjan betek ar Mor Kreizdouar en ur dremen dre Jorjia ha Turkia. Un eoulsan bras all zo ivez etre Kirkouk ha Ceyhan, da gas tireoul Irak d'an estrenvro hep tremen dre bleg-mor Persia. Abalamour da gement-se ez eo Ceyhan ur gêr a bouez evit ekonomiezh Turkia, ha moarvat e kresko he fouez c'hoazh en amzer da zont.