Chapel Santez-Anna (Enez-Vaz)
Chapel Santez-Anna en Enez-Vaz a oa ur chapel roman savet el lec'h ma oa ar manati savet gant Paol Aorelian (marvet en enez en 573) ha distrujet war-dro 878 gant ar Vikinged. Ar chapel a vremañ a voe savet e dibenn an XIvet kantved ha deroù an XIIvet kantved gant menec'h distro d'an enez hag iliz an enez e voe betek 1786. Dilezet e voe dre ma oa e reter an enez hag e oa krog an traezh da aloubiñ ar c'hornad-se abaoe dibenn ar Grennamzer. Mont a reas an dud da chom war-dro ar bourk a-vremañ hag un iliz nevez a voe savet.
MONUMANT ISTOREL |
---|
Dismantroù chapel Santez-Anna |
Monumant istorel anavezet gant ar pennadurezhioù gall eo abaoe miz Gouhere 1980[1] hag an hini nemetañ en enez.