Charles Homualk pe Charles Homualk de Lille, bet ganet e 1909 e Naoned hag aet d'an Anaon e 1996, a oa un arzour breizhat.

Anavezet-mat e oa evel livour ha skeudennaouer kartennoù-post, dreist-holl evit an heuliadoù diwar-benn proviñsoù Bro-C'hall (Breizh, Elzas, Arvern, Berry, Normandi,...).

Ober a reas e studi e Skol Uhel an Arzoù-kaer e Naoned er memes mare ha Zavier Langleiz.

Labourat a reas da gentañ er bruderezh e dibenn ar bloavezhioù 1920 ha goude, etre 1933 ha 1970, evit an ti-embann Gabriel Artaud (& Fils), Editions Gaby, eus Naoned.

E 1995 e roas ouzhpenn 6 000 tresadenn orin da virdi ar gartenn-bost e Baod. Mervel a reas un nebeud sizhunvezhioù a-raok na voe digoret ar mirdi e 1996.

Sal-emvod ar mirdi a zo bet anvet war e lerc'h hag un diskouezadeg a zo bet savet en enor dezhañ e 2016, ugent vloaz goude e varv.

Liammoù diavaez kemmañ