Chaves (Portugal)
Chaves (distaget [ˈʃavɨʃ] e portugaleg) zo ur gêr hag ur gumun e hanternoz Portugal, tost da harzoù Spagn. E 2011 e oa 41 243 a dud o chom enni. An eil kumun bobletañ eo e distrig Vila Real. Unan eus kêrioù brasañ proviñs kozh Trás-os-Montes eo, war lez ar stêr Tâmega.
En amzer ar Romaned e oa anavet evel Aquæ Flaviæ, ha brudet e oa dija an eien dour tomm a zo enni.