Tâmega
An Tâmega (skrivet Támega e galizeg hag e spagnoleg) zo ur stêr 145 km he hed hag a zo adstêr d'an Douro e Spagn hag e Portugal.
En em daol e | Douro |
---|---|
Diazad doureier | diazad an Douro |
Stad | Spagn, Portugal |
E tiriad | Proviñs Ourense, Portugal |
Daveennoù douaroniel | 42°7′52″N 7°33′26″W, 41°4′50″N 8°17′22″W |
Eieniñ a ra e 960 m uhelder er Sierra de San Mamede en norzh da gêr Verín e proviñs Ourense, e Galiza. Redek a ra war-zu ar c'hreisteiz a-hed 40 km betek tizhout harzoù Portugal er rannvro Norte. Dourañ a ra kêrioù Chaves hag Amarante, a-raok en em deurel en Douro el lec'h anvet Entre-os-Rios ("etre ar stêrioù"), er reter da b-Porto.
Pouezus eo bet ar stêr Tâmega en istor : talvezet he deus he zraoñienn da hent d'an dud deuet eus an hanternoz o deus aloubet Portugal.
Ur stankell a oa bet savet war an Tâmega e 1988, e Torrão, nepell diouzh ar c'hember gant an Douro.
Diwar anv ar stêr e teu anv an isrannvro ("sub-região") Tâmega, a zo ul lodenn eus ar Região Norte.