Cas-gwent
(Adkaset eus Chepstow)
Cas-gwent (Chepstow e saozneg) zo ur gêr eus Kembre, e Sir Fynwy, war ribl ar stêr Gwy.
Emañ Cas-gwent tost da harzoù Sir Fynwy ha kontelezh Gloucestershire, e Bro-Saoz ; 26 km emañ diouzh Casnewydd ha war-dro 3 c'hilometr diouzh kember ar stêr Gwy hag an Havren.
Ur c'hastell zo e kêr, unan eus kestell koshañ Kembre. Eus 1072 eo an iliz-parrez.
Poblet e oa Cas-gwent gant 10 821 a dud hervez niveradeg 2001.