Ar stêr Hafren (hervez an anv kembraek) pe Havren (hervez an doare-skrivañ brezhonek), pe Severn (e saozneg), eo stêr hirañ Breizh-Veur, 354 km dezhi. E Kembre emañ hec'h eienenn. Redek a ra da gentañ war-du Bro-Saoz, er reter, a-raok diskenn war-du ar c'hreisteiz ha degouezhout er Mor Hafren etre Casnewydd (Newport), e Kembre, ha Bristol, e Bro-Saoz.

Ezhomm zo da vrezhonekaat ar pennad-mañ : treiñ an traoù manet en ur yezh all, pe lakaat en doare-skrivañ peurunvan ha netra ken, pe ober gant gerioù brezhonekoc'h ivez ouzhpenn.
Eienenn ar stêr Hafren e Pumlumon, e Kembre. Ur skritell divyezhek zo eno.
Ar stêr Havren e Shrewsbury, pa deu e-maez Kembre, gwelet eus kastell Shrewsbury.
An eil pont savet dreist an Havren. Kembre a weler eus Bro-Saoz.
Ar stêr Havren.

Hec'h anv kemmañ

Hafren eo anv kembraek ar Severn e saozneg. Tostaat a c'haller an daou anv-se ouzh an anvioù-stêrioù a orin keltiek Sèvre e Bro-C'hall, ha marteze ivez an anvioù Sambre, ha Saverne. Brezhonekaet eo bet an anv Hafren en Havren[1]. Sabrina e oa an anv e latin, diwar an anv brezhonek moarvat, a zo bet adkemeret e dibenn an XXvet kantved d'ober un anv-badez.

He red kemmañ

An eienenn kemmañ

E Pumlumon, e-kichen Llanidloes emañ an eienenn, war ur menez 610 metrad uhelder. Nepell alese emañ eienenn ar stêr Gwy.

Adstêrioù Kembre kemmañ

Adstêrioù e Bro-Saoz kemmañ

An adstêr diwezhaén a-raok Severn Bridge eo is the collection of streams which enter via Oldbury Pill.

The Mounton and Nedern brooks enter on the Monmouthshire side between the two motorway crossings. The Port of Bristol is on the Severn Estuary, where another River Avon flows into it through the Avon Gorge. The River Usk and the Ebbw River flow into the Severn Estuary at Uskmouth just south of Newport.


Pontoù kemmañ

Pontoù brudet zo dreisti, darn en houarn, evel re Llandinam hag Ironbridge. Daou bont zo dreist an aber, e kembraeg e vez graet Pont Hafren eus an eil hag Ail Groesfan Hafren eus egile. Ouzhpenn-se emañ an twnnel Hafren evit an hent-houarn dindani.

Skeudennoù kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Notennou diwar-benn ar Gelted koz, M. Mordiern, p. 85

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.