Sabrina
Sabrina zo un anv-badez saoznek deuet eus anv latin ar stêr a zo Severn hec'h anv saoznek, ha Hafren e kembraeg.
Istor
kemmañHervez Historia Regum Britanniae, gant Jafrez Menoe, manac'h kembreat eus an XIIvet kantved, e oa ur vojenn diwar-benn Habren pe Sabrina, merc'h d'ur roue Locrinus ha d'e bried-kleiz Estrildis, priñsez hun. Roue e oa Locrinus e Bro-Saoz (Lloegr e kembraeg) goude marv e dad Brutus Troia, diazezet mojennel Breizh-Veur. Disteurel a reas Locrinus e wreg Gwendoloena, pe Guendolen, hag o mab Madan, da gemer Sabrina hag he mamm, met Guendolen a savas un arme a-enep dezhañ , a drec'has warnañ, hag a lakaas skeiñ Sabrina hag he mamm er stêr, a voe anvet Sabrina, anv deuet da vout Severn, pe Havren.
Brud
kemmañBrudet eo bet an anv-badez gant ur film stadunanat e 1954, anvet Sabrina (film), renet gant Billy Wilder, ma c'hoarie Audrey Hepburn.
Un anv deuet da vout poblek en India eo abalamour ma talvez 'Sab' kement ha ' pep tra' er yezhoù hindi ha punjabi.
Tud
kemmañ- Sabrina, kanerez filipinat
- Sabrina, kanerez portugalat
- Sabrina (aktourez), aktourez saoz
- Sabrina Bryan, kanerez stadunanat
- Sabrina Ferilli (1964 - ) , aktourez italian.
- Sabrina Salerno, kanerez italian, brudet er bloavezhioù 1990 gant ar ganaouenn "Boys (Summertime Love)" hag ar film ma tispake he bruched en ur poull-neuial ha n'eo ket er stêr Havren.
Filmoù
kemmañ- Sabrina (1954), renet gant Billy Wilder , ma weler Audrey Hepburn, Humphrey Bogart ha William Holden.
- Sabrina (1995), renet gant Sidney Pollack, ma weler Harrison Ford, Julia Ormond ha Greg Kinnear, savet diwar film 1954,
- Sabrina (1997), renet gant Marilena D'Alessando.
Lec'hanvadurezh
kemmañ- Sabrina, enezenn berrbad en Asorez, difoupet eus ar mor en 1811.
- Sabrina, enezennig eus an Enezeg Balleny, e Meurvor ar C'hreisteiz.