Gwendoloena eo an anv latin (Gwendolen, pe ar Rouanez Gwendolen a-hend-all), a oa ur rouanez vojennel en Enez Vreizh hag a zo meneget hec'h anv en Historia Regum Britanniae gant Jafrez Menoe. Bevet he dije war-dro 1100 kent JK, da lavarout eo war-dro ar memes amzer evel ar barzh Homeros en Hellaz kozh.

An anv

kemmañ

Diwar an anv latin Gwendoloena eo deuet an anvioù Gwendolen ha Gwendoline, difoupet en XIXvet kantved e saozneg.

Mojenn

kemmañ

Hervez an oberour e oa merc'h da Corineus, roue Kerne (Kernev-Veur) ha dimezet d'ar roue Locrinus, roue Loegria. Ur mab o doa, Maddan e anv. Met Locrinus a gare Estrildis, merc'h da roue Germania, en devoa saveteet diouzh krabanoù Humber. Pa varvas e dad-kaer Corineus e laoskas Locrinus e wreg Gwendolen da zimeziñ gant Estrildis.

Gwendolen a dec'has da Gerne hag a savas un arme. Brezel a voe, trec'h e voe Gwendolen war Locrinus, he lazhañ a reas ha ren heptañ. Lakaat a reas Estrildis hag he merc'h Habren d'ar marv o teurel anezho er stêr anvet Habren. Pemzek vloaz e padas he ren, ha neuze e laoskas he lec'h gant he mab Maddan da vont da chom da Gerne.

Hervez Historia Regum Britanniae e varvas pa oa Samuel o ren evel barner en Judea, Aeneas Silvius en Alba Longa, ha Homeros e barr e vrud en Hellaz.