Pumlumon (Plynlimon e saozneg) eo ar menez uhelañ e kreiz Kembre, e menezeg an Elenydd, e hanternoz Ceredigion. Tor hanternoz ar menez zo roc'hellek, tra m'eo taouarc'hek tostal ar c'hreisteiz.

Pumlumon Fawr

Pemp kern pennañ zo :

"Siminal" eo ster ar ger llumon. Neuze e talvez "Pumlumon" kement hag ar "pemp siminal".

En em astenn a ra Pumlumon e biz Ceredigion, en tolead a zo etre Aberystwyth er c'hornôg, Machynlleth en hanternoz, Llanidloes er reter ha Ponterwyd er c'hreisteiz. Eno emañ eienenn stêr hirañ Kembre, ha Breizh-Veur, ar stêr Havren, hag eien stêrioù all ivez, evel ar Gwy hag ar Rheidol. Er c'hornôg d'ar menez emañ lenn Nant-y-moch.

Emgann Hyddgen a c'hoarvezas e-kichen Pumlumon en hañv 1401, pa voe trec'h armeoù Owain Glyndŵr war un arme Saozon ha Flamanked. Kornad Pumlumon a voe ur c'hreñvlec'h da dud Glyndŵr evit o argadennoù a-enep toleadoù Harzoù reter Kembre.