Chikungunya
Ar chikungunya zo ur c'hleñved degaset gant ar viruz CHIKV ("chikungunya viruz"). Ar moustiked eus ar familh Aedes eo a zo kiriek da red ar c'hleñved e-touez an dud.
Ur ger makondek[1] eo chikungunya, a dalvez kement ha « krommañ, daoudortañ », evel an delioù kouezhet eus ar gwez hag a vez o sec'hiñ.
Pa vezer klañv gant ar c'hleñved chikungunya e vez poan vras er melloù ha dont a ra an dud klañv da vezañ reut ; aes eo anavezout an dud tapet gant ar chikungunya dre ma vez ganto un dalc'h-korf krommet.
Notennoù
kemmañ- ↑ Unan eus ar yezhoù bantouek eo ar makondeg, a vez komzet e gevred Tanzania hag e biz Mozambik.