Chivirico Dávila, Rafael Dávila e anv gwir, (San Juan, 2 a viz Eost 1924New York, 5 a viz Here 1994) a oa ur c'haner puertorikan.

Brudet eo evit bout bet unan eus gwellañ kanerion bolero, guaracha ha sonerezh Kuba.
E dibenn ar bloavezhioù 1940 e krogas e respet, pa gane e laz Carlo Molina en Antilhez. E 1950 e kanas en e-unan evit ar wezh kentañ en ur steutad sonadegoù en Uruguay. E New York e voe diwezhatoc'h, ma kanas gant lazoù Johnny Seguí & The Dundies, hag goude un nebeud beadoù e troas e Suamerika hag en Europa (Spagn, Italia, Gres ha Bro-C'hall).
E 1958 e tistroas da New York.

Er bloavezhioù 1960 ez enrollas pladennoù evit an ti Alegre, a embanne d'ar mare-se ar gwellañ sonerezh eus Puerto-Rico. Goude-se e kanas Chivirico Dávila gant gwellañ sonerion e amzer, Joey Pastrana, Johnny Pacheco, Richie Ray, Tito Puente ha Joe Cuba en o zouez.
En desped d'e zonezonoù ne reas ket berzh er c'henwerzh a-raok ar bloavezhioù 1970, ma voe gwerzhet milionoù a bladennoù bolero, e Puerto-Rico dreist-holl.

Brudet eo Chivirico Dávila dre e ganaouennoù Perfidia ha Margaret.

Liammoù diavaez

kemmañ