Jean-Christophe Marques, anavezetoc'h evel Chris Marques, ganet d'ar 16 a viz Even 1978 e Kolmar (Haut-Rhin), zo ur c'horoller ha korollorour gall-portugalat, arbennikaet a-fed kenstrivadegoù dañsoù latinas gant e genlabourerezh Jaclyn Spencer, deuet da vezañ e wreg. Teir gwech diouzh renk eo bet enoret gant priz kampion ar salsa, e 2004, 2005 ha 2006. Brudet mat eo evit bezañ kemeret perzh en abadennoù skinwel evel coach pe varner, dreist-holl Danse avec les stars, war TF1.

Chris Marques e 2014