Christophe Arleston

Christophe Arleston hag a lakae ober Scotch Arleston dioutañ en penn-kentañ e esped, hag-eñ eo Christophe Pelinq e wir anv, zo bet ganet en Aix-en-Provence (Bouches-du-Rhône, Frañs) d’ar 14vet a viz Eost 1963. Ur senarioour bannoù-treset an hini eo.

Christophe Arleston

E vuhez

kemmañ

E Madagaskar eo bet Christophe Arleston o vevañ e vugaleaj a-raok dont war e giz da Frañs. Skol ar c’hazetennerezh en Marselha en deus heuliet, ha kroget da redek e reuz o skrivañ pennadoù evit un heuliad er radioioù.

Berzh en doa graet evit ar wezh kentañ gant e heuliad kentañ Les Maîtres cartographes deuet er-maez e 1992 en ti-embann Soleil. E 1994 e teu er-maez levr kentañ e heuliad brudetañ Lanfeust de Troy. Unan deus berzhioù brasañ e bed ar bannoù-treset eo.

E 1997 e ro Arleston lañs da Trolls de Troy, un heuliad savet diwar Lanfeust. Priz ar gwellañ senario a resevo e 1998 e Chambéry evit eil levrenn an heuliad-mañ. E miz Eost 1997 e krouas Gottferdom Studio asambles gant Didier Tarquin, Dominique Latil ha Philippe Pellet.

E 1998 e kemeras perzh e krouidigezh ar gazetenn Lanfeust Mag a zeuas da vezañ he fennskrivagner. Tammoù deus bannoù-treset a bep seurt embannet gant Soleil a vez kavet enni.

E levrioù

kemmañ