Les Conquérants de Troy
Les Conquérants de troy zo un heuliad bannoù-treset. Klokaat rollad an heuliadoù diwar-benn Troy o tisplegañ penaos e oa bet trevadennet a ra an heuliad-mañ.
- Senario : Scotch Arleston
- Tresadennoù : Ciro Tota
- Livioù : Sébastien Lamirand
Gweled en holl
kemmañEmañ Kengevread ar Bleunioù o paouez kavout ur blanedenn nevez Troy. Ur blanedenn diannezet eo, met rak d’ur ouenn gentidik a-walc’h : an drolled. Dibar eo Troy, ’vat, dre ma vez kavet eno ar Magohamoth, loen misterius hag a daol hudouriezh tro-dro dezhañ.
E soñj a ra Kengevread ar Bleunioù kas un taol-arnod eno evit katalizañ hudouriezh ar Magohamoth ha diorren galloudoù psi e-barzh an drevadennerion. Hag ar re-nes bet enrollet dre heg peurvuiañ ha strewet un tammig pep lec’h war ar blanedenn.
Dispartiet diouzh o zud eo bet Pajenn Wenn hag he breur Zuynn pa oant bet laosket war dTroy. Start en o soñj ’neunt lakaet adkavout anezhe. Ha kement-se hep kontañ war Van Laack, ’vat, ha zo bet karget gant ar C’hengevread skoazellañ diorren ar galloudoù psi. Krog eo Van Laack, neuze, da sevel ur pezh mell pikol tour hag a servijo d’adkas hudouriezh ar Magohamoth ; evit ober se ’vat ’neus ezhomm da gaout devezhiataerion (sklaved).
An tudennoù
kemmañ- Pajenn Wenn
- Zuynn
- Van Laack
Albomoù
kemmañ- Levr 1 : Exil à Port-Fleuri (2005)
Embann
kemmañEmbanner
kemmañ- Soleil Productions : Levr 1 (embannadur kentañ).
Kazetenn
kemmañ- E-barzh Lanfeust Mag eo bet embannet al Levr 1.
Gwelet ivez
kemmañLiammoù diabarzh
kemmañ- Trolls de Troy
- Gnomes de Troy
- Lanfeust de Troy
- Hollved Troy, hollved faltazius.
- Daveoù Troy, al lies daveoù zo e-barzh heuliad Troy.
- Troy
Liammoù diavaez
kemmañ- http://www.lanfeust.com : Lec’hienn war-benn Arleston ha bed Troy
- https://web.archive.org/web/20060424064612/http://www.soleil-lesite.com/ : Lec’hienn embanner holl heuliadoù Troy