Troy (stumm saoznekaet Troia) eo anv ar blanedenn ijinet a c’hoarvez warni an heuliad bannoù-treset senarizet gant Christophe Arleston, ha treset gant Didier Tarquin (Lanfeust de Troy, Lanfeust des Étoiles, Gnomes de Troy), Jean-Louis Mourrier (Trolls de Troy) ha Ciro Tota (Les Conquérants de Troy), embannet gant éditions Soleil. Kaoz zo anezhi ivez e-barzh an teir rann eus L'Encyclopédie Anarchique du Monde de Troy hag e-barzh al levr Jeu d'aventure de Lanfeust et du monde Troy.

An Dud hag an Drolled eo annezidi bennañ Troy.

Dibar eo an Dud war ar blanedenn-se rak pep hini anezhe 'neus ur galloud hud dezhañ e-unan, talvoudus pe get. Da skouer : sevel un neñvad kelion pe luziañ ar blev.

Mammenn an hudouriezh war ar blanedenn-mañ zo ul loen burzhudus hag a vez graet ar Magohamoth dioutañ.

Diverradennoù an heuliadoù

kemmañ
  • Les Conquérants de Troy : Kontet e vez en heuliad-mañ penaos eo bet trevadennet Troy dre heg.
  • Trolls de Troy : Kontet e vez en heuliad-mañ troioù-kaer ur familh trollat en ur c’houlz ma oa stank c’hoazh an Drolled. 200 vloaz a-raok kelc’hiad "Lanfeust de Troy" e tremen an heuliad-mañ.
  • Gnomes de Troy : Kontet e vez en heuliad-mañ bugaleaj Lanfeust dre un nebeud fentigelloù.
  • Lanfeust de Troy : Kontet e vez en heuliad(-tarzh)-mañ istor un deskard gov (Lanfeust) un tammig eeunik hag a zo o vont d’ober anaoudegezh er galloud hud diharz dre stekiñ ouzh un ivorenn deus ar Magohamoth.
  • Lanfeust des Étoiles : Diouzhtu war-lerc’h "Lanfeust de Troy" e teu an heuliad-mañ. Hag-eñ ne dremen ket an traoù war dTroy e vez moaien da serriñ ennañ un nebeud titouroù diwar-benn bed Troy (orin anv Troy, orin ar Magohamoth, ha traoù).

Da welet ivez

kemmañ