Christophe Paul de Robien

Christophe Paul de Robien, baron Kaer, beskont Pleneventer, (4 a viz Du 1698 e Sant-Turiav, Kintin[1] - 5 a viz Even 1756 e Roazhon) a oa ur politikour hag ur skiantour breizhat eus an XVIIIvet kantved.

de Robien, gant Jean-Joseph Balechou

Mab e oa d'ar marc'heg Paul de Robien, kuzulier ar roue e parlamant Breizh, ha da dTheraise Olyve du Couët. Evel e dad e voe kuzulier ha prezidant parlamant Breizh. Dedennet-bras e oa gant ar skiantoù hag an arkeologiezh dreist-holl. Sevel a reas un dastumad pourvezet-mat (bouc'hili, delwennigoù, tammoù poderezh...) hag a voe skrapet digant e vab da vare an dispac'h gall. Bremañ emañ an darn vrasañ eus e dastumad e mirdi arzoù-kaer Roazhon[2].

Skrivañ a reas ul levr (Description historique, topographique et naturelle de l'Ancienne Armorique ou Petite Bretagne) ha klask, en aner, lakaat da sevel un akademiezh ar skiantoù hag al lizhiri e Roazhon.

Douaret e voe d'an 9 a viz Even 1756 e Kintin[3].

Daveenn

kemmañ
  1. [1] Akt badeziant (bugel dianv), dielldi Aodoù-an-Arvor
  2. Le cabinet de curiosités de Christophe-Paul de Robien - Florilèges
  3. [2] Akt douaridigezh, dielldi Aodoù-an-Arvor