Clara Thalmann (ganet Clara Ensner d'ar 24 a viz Gwengolo 1908 e Basel - 27 a viz Genver 1987 e Nisa) a oa ur stourmerez, komunourez hag anarkourez suis.

Clara Thalmann
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhSuis Kemmañ
Anv ganedigezhClara Ensner Kemmañ
Anv-bihanClara Kemmañ
Anv-familhThalmann Kemmañ
Deiziad ganedigezh24 Gwe 1908 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBasel Kemmañ
Deiziad ar marv27 Gen 1987 Kemmañ
Lec'h ar marvNisa Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvkrign-bev ar skevent Kemmañ
PriedPaul Thalmann Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg Kemmañ
Michernewspaper editor, stourmer politikel Kemmañ
Oberenn heverkQ114138310 Kemmañ
Ideologiezh politikelanveliouriezh Kemmañ

Clara Ensner a voe ganet e Basel en ur familh micherourien enni dek bugel. Alaman e oa he zad, ha deuet e oa da repuiñ da Suis evit chom hep kemer perzh e Brezel 1870. E-pad ur pennad e labouras evit ar gazetenn L'Humanité e Pariz, hag e tistroas da Suis e 1928. E 1929 ec'h emezelas e Strollad komunour suis peogwir e felle dezhi stourm a-enep ar stalinouriezh, ha neuze e tostaas ouzh an drotskourien. Kejañ a reas gant Pavel Thalman, ur micherour eus Basel hag a oa o paouez distreiñ eus Moskov, m'en doa kaset pevar bloavezh e Skol-veur ar vicherourien. Deuet e oa-eñ da vezañ enepstalinour. E 1932 e lakaas embann ar gazetenn Arbeiter-Zeitung e Schaffhouse. Clara ha Pavel Thalmann a voe skarzhet eus ar strolald komunour peogwir ne savent ket a-du gant pennaennoù ar strollad. Goude-se e tarempredjont stourmerien drotskour hag enepstalinour.

E 1936 e voe aozet Olimpiadennoù ar bobl e Barcelona. Clara Thalmann az eas da Varcelona evel neuierez ezel eus skipailh Suis. Sañset e oa ar C'hoarioù da gregiñ d'an 19 a viz Gouere 1936 met nullet e voent abalamour da daol-arme ar 17 a viz Gouere. Penn-kentañ Brezel Spagn e voe. Entanet e voe Clara Thalmann gant nerzh an anarkourien e Katalonia, ha neuze en em ouestlas evel milisianez e Steudad Durruti.

Clara ha Pavel Thalmann a gavas e oa enepdispac'hour izili PCE. Diwar c'houlenn Stalin e c'houlenne izili PCE e vefe kendeuzet ar milisoù anarkour en arme. E miz Mae 1937 e voe emgannoù etre izili PCE hag anarkourien (CNT, FAI, POUM hag UGT). Trec'het voe an anarkourien. Ouzhpenn 500 den a voe lazhet. Clara ha Pavel Thalmann a stourmas en ur strollad anvet Amigos de Durruti. Clara a gejas gant George Orwell. E-pad ar prantad gwask a voe da-heul darvoudoù miz Mae 1937 e rankjont kuzhat e-pad ur pennad. Harzet e voent goude un nebeud mizioù pa oant o klask pignat war bourzh ur vag e porzh Barcelona, ha bac'het e voent e unan eus toullou-bac'h Servicio de Información Militar (SIM), hag a oa polis politikel PCE[1]. Goude meur a viz en toull-bac'h e voent dieubet a-drugarez da oberiantiz mignoned suis. E 1937 ez ejont d'en em staliañ e Pariz.

E-pad an Eil brezel bed e kemeras perzh Clara ha Pavel Thalmann e sevel ur strollad rezistanted e Pariz, ar Strollad dispac'hel proletarian e anv. Degemer ha sikour a rejont yuzevien ha dispac'hourien alaman. E 1953 ez ejont d'en em staliañ er menezioù e-kostez Nisa, ma savjont ur gumuniezh anvet La Séréna. Enni e voe degemeret anarkourien eus a bep seurt broioù. E darempred e voent ivez gant stourmerien ha studierien ar bloavezhioù 1960 hag ar bloavezhioù 1970.

Levrlennadur

kemmañ
  • Clara Thalmann ha Pavel Thalmann, Combats pour la liberté, Moscou, Madrid, Paris, La Digitale, 1983.
  • Clara Thalmann hag Augustin Souchy, Die lange Hoffnung. Erinnerungen an ein anderes Spanien, 1985

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Diwar-benn SIM, gwelout François Godicheau, La légende noire du Service d'Information Militaire de la République dans la guerre civile espagnole, et l'idée de contrôle politique, Le Mouvement social, 2002/4, niv. 201, p. 29-52.