Club Atlético Vélez Sarsfield

Club Atlético Vélez Sarsfield (pell anavezetoc'h evel Vélez Sarsfield) zo ur c'hleub mell-droad arc'hantinat bet krouet d'ar 1añ a viz Genver 1910 e Floresta (unan eus karterioù Buenos Aires).

Skoedig
Vélez Sarsfield.

Tri den yaouank — Julio Guglielmone, Nicolás Marín Moreno ha Martín Portillo — a voe diazezerien ar c'hleub, o vadeziñ anezhañ Club Atlético Argentinos de Vélez Sarsfield er penn-kentañ. Dont a ra an anv anezhañ diwar hini "Vélez Sarsfield", un ti-hent-houarn er c'hornôg da Vuenos Aires. N'eo nemet d'an 23 a viz Here 1913 ma voe lamet ar ger "Argentinos" evit reiñ an anv a anavezer hiziv an deiz.

Un nebeud lesanvioù a oa bet roet d'ar c'hleub a-hed e istor : El Fortín, La "V" azulada.

C'hoari a ra e grogadoù en Estadio José Amalfitani a vez graet El Teatro Colón del Fútbol anezhañ ivez.

C'hoarierien vrudet

kemmañ