Collainn Mhór
Collainn Mhór (Collan More Island pe Collanmore Island e saozneg[1]) zo un enezenn vihan e kornôg Iwerzhon, e goueled Cuan Mó (Clew Bay).
E dibenn an XXvet kantved ha deroù an XXIvet kantved e oa ur skol-vageal eno, stag ouzh hini ar Glenan, e Breizh. E 2013 e oa bet serret ar skol da vat.
Unan eus brasañ inizi ar bae eo. Pevar den a oa o chom eno e 2011.