Concert for George ("Sonadeg evit George") zo ur sonadeg savet diwar atiz intañvez ha mab George Harrison (1943-2001) — Olivia (1948-) ha Dhani (1978-) — da zougen bri d'ar soner saoz.

Dalc'het e voe d'an 29 a viz Du 2002, da-geñver kentañ deiz-ha-bloaz e varv, e Royal Albert Hall Londrez (Bro-Saoz) hag aozet an darvoud-sonerezh dibar-mañ gant Eric Clapton (1945-) ha Jeff Lynne (1947-). Holl c'hounidoù ar sonadeg a voe roet d'ar gevredigezh a garitez Material World Charitable Foundation (MWV) bet krouet gant G. Harrison e miz Ebrel 1973.

Embannet e voe un teulfilm hag un albom, an eil d'an 10 a viz Here hag egile d'ar 17 a viz Du 2003.

Roll an arzourien bet pedet kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ