Cozumel (douar ar gwennili e mayaeg) zo un enezenn er Mor Karib e reter Ledenez Yucatán (Mec'hiko). E Stad Quintana Roo emañ. San Miguel de Cozumel eo kêr vrasañ an enez. A-bouez eo an touristerezh eno.

Cozumel gwelet diouzh an oabl
Cozumel e Stad Quintana Roo

Cozumel zo 48 km a hirder dezhi ha 16 km ledander. 20 km diouzh an douar bras emañ.

Annezet e voe gant ar Vayaed da gentañ. E 1519 ec'h erruas Hernán Cortés hag a zistrujas meur a dempl maya. Diwar an 40 000 den a oa o chom en enezenn e penn kentañ ar XVIvet kantved ne chome nemet un 30 den bennak e 1570 dre ma oa bet diskaret ar boblañs gant ar vrec'h degaset gant ar Spagnoled.

Loened

kemmañ

Spesadoù brosezat a zo o vevañ e Cozumel, en o zouez emañ ar rakoun korr, ar c'hrigner Reithrodontomys spectabilis, koati Nelson pe risweer Cozumel.