Creedence Clearwater Revival
Creedence Clearwater Revival, berraet e "Creedence" get karourion ar strollad, zo ur strollad sonerezh rock ag ar Stadoù Unanet, kaset get John Fogerty.
Istor ar strollad
kemmañThe Blue Velvets e oa anv kentañ ar strollad a oa bet savet get Tom Fogerty en El Cerrito e Kalifornia e dibenn ar bloavezhioù 1950.
The Golliwogs – diwar anv ur boupinell vrudet-kenañ d'ar mare – e voe anv nevez ar strollad e-kreiz ar bleioù 1960, pa voent engouestlet get un ti-embann pladennoù, hag un nebeud pladennoù single a voe embannet, met istoer ar sonerezh ne voe ket cheñchet evit kelo-se, sañset !
A-benn ar fin eo John Fogerty, breur bihan Tom, a yeas e penn ar strollad, eñ an hani eo a gase ar c'han pennañ, hag àr un dro e skrive pozioù ha sonerezh ar strollad.
O albom kentañ dindan an anv Creedence Clearwater Revivals a zaas er-maez e 1968, get an ton single « Suzie Q. » savet get Dale Hawkins. Sonerezh Swamp Rock, da lavaret eo sonerezh ar gwernioù, ar Bayou, a voe graet a sonerezh Creedence da neuze, dreist-holl get sonennoù èl Born On The Bayou.
Adalek 1969 e voe kavet ur liv dibar a-walc'h da sonerezh ar strollad, ur liv dezhoñ e-unan a c'hell an nen en anavezout pa glev un nebeud notennoù. Proud Mary, o eil single, a reas berzh bras hag ur yoc'h arall a voe da heul : Bad Moon Rising, Green River, Down on the Corner, Travelin' Band, Who'll Stop the Rain, Up Around the Bend, Fortunate Son, ha Lookin' Out My Back Door.
Setu berzh bras a-drugarez da ampartiz ha barregezh John Fogerty evit pezh a sell doc'h sevel tonioù ha kas an traoù àr ar leurenn. Setu an izili arall eh en em gavas kaset a-dreñv, èl ma vehent bet sonerion dister, eilerion anezhe, e skeud o leader. Monet a reas kuit Tom a-zoc'h ar strollad e 1971, evit kenderc'hel e-unan, met ne reas ket berzh, dister a-walc'h e voe e oberennoù. Aotreet diget John e voe ar soner gitar-boud Stu Cook hag an tabouliner Doug Clifford da skrivañ o lod ha kaniñ get ar strollad en e albom diwezhañ Mardi Gras e 1972, un albom hag a ziskouez splann pouez bras John er strollad hag e levezon : e stumm da ganiñ ha da gas an traoù kerkoulz evit sevel sonennoù hag àr ar leurenn a oa penn-abeg ar berzh graet getoñ.
Adpreniñ a reas John Fogerty e lodenn en engouestl get Fantasy Records ha kregiñ get ur remzad soner e-unan penn e solo.
Savet e voe ar strollad "Creedence Clearwater Revisited" e 1995 get Doug Clifford ha Stu Cook, izili "CC revival" anezhe èl-just, hag un nebeud sonerion arall ouzhpenn. Troiadoù sonadegoù ma klever tonioù brudet ar strollad a-orin a vez graet gete er Stadoù Unanet.
E 2003 e taas er maez un dastumad 21 ton brudet enni, Bad Moon Rising : The Best of Creedence Clearwater Revival.
Pladennoù
kemmañ- Creedence Clearwater Revival (1968)
- Bayou Country (1969)
- Green River (1969) (++)[1]
- Willy and the Poor Boys (1969) (++)[1]
- Cosmo's Factory (1970) (++)[1]
- Pendulum (1970)
- Mardi Gras (1972)
- Live in Europe (1973)
- The Concert (enrollet er c'hColiseum en Oakland d'an 31/01/1970; daet er-maez e 1980)
- Bad Moon Rising: The Best of Creedence Clearwater Revival (2003)
- Creedence Clearwater Revival Box Set 6 pladenn CDs.