Cyriades, anvet Mareades, Mariades pe Mariadnes ivez, a oa ur Roman emsavet hag a drubardas kêr Antioch evit mont a-du gant ar roue pers Shapur Iañ er bloavezhioù 250.

Cyriades, poltredet e 1553

Meneget eo en Historia Augusta evel unan eus an Tregont Mac'homer o dije klasket distroadañ an impalaer Gallienus[1].

E 259-260, goude ma oa bet tapet Valerianus gant arme bers ar roue Shapur I, e oa bet kaset kuit Cyriades eus kêr Antioch, en abeg d'un dle marteze, hag aet e oa da ginnig labourat evit ar Bersed, ha kemeret en dije an titl a impalaer. Ur pennadig goude, pa en em dennas ar Bersed eus ar vro, e voe lakaet d'ar marv ganto.

Ne oa nemet un treitour moarvat, ha n'eo ket bet anavezet evel impalaer gant Shapur.

Notennoù kemmañ