Tregont Mac'homer
An Tregont Mac'homer (Latin : Tyranni Triginta) zo ur strollad a dregont a dud (un nebeud anezho a oa bugale) meneget gant Trebellius Pollio en Historia Augusta peogwir o doa klasket skrapañ an titl a impalaer e-pad ren Gallienus. N'haller ket fiziout re en Historia Augusta hag an darn vrasañ eus ar glaskourien a gred en deus empennet an aozer un nebeud anezho da lakaat keñver-ha-keñver enkadenn an trede kantved ha marevezh Tregont Mac'homer Aten.
Ur pennad eus an heuliad Henroma eo ar pennad-mañ | |
Ar Vonarkiezh | |
Ar Republik | |
An Impalaeriezh | |
Impalaeriezh ar C'hornôg | |
Impalaeriezh ar Reter |
O anvioù
kemmañAn tregont Mac'homer eo : Cyriades, Postumus, Postumus Junior, Laelianus, Victorinus, Victorinus Junior, Marius, Ingenuus, Regalianus, Aureolus, Macrianus, Macrianus Junior, Quietus, Odaenathus, Herodes, Maeonius, Balista, Valens, Valens Junior, Piso, Aemilianus, Saturninus, Tetricus I, Tetricus II, Trebellianus, Herennianus, Timolaus, Celsus, Septimia Zenobia, Victoria (pe Vitruvia), Titus, ha Censorinus.
El listenn-se e kaver :
- Nav alouber eus ren Gallienus
- Un alouber eus ren Decius
- Daou alouber eus ren Claudius II hag Aurelianus
- Daou zen arall diaes da lec'hiañ
- Tri den n'o deus bet biskoazh ar galloud, war a seblant
- Pevar den n'o deus bet biskoazh ar galloud, kazi-sur
- Div vaouez ha c'hwec'h bugel n'o deus bet biskoazh ar galloud
- Tri anv empennet.
Hervez David Magie, an nav alouber a stourme ouzh Gallienus a voe :
- Postumus
- Laelianus
- Marius
- Ingenuus
- Regalianus
- Aureolus
- Macrianus hag e vibien, Macrianus Minor ha Quietus.