Impalaer an Impalaeriezh c'halian e oa Marcus Cassianius Latinius Postumus etre 259 ha 268.

Moneiz Postumus.

Yaouankiz

kemmañ

Nebeut a draoù a ouzer diwar-benn buhez Postumus kent e gurunidigezh e 259. Krediñ a reer e oa ur Galian a renk izel a-walc'h a oa deuet a-benn da vont da rener Germania Superior pe Germania inferior.

Gallienus hag a oa o vrezeliñ e reter an impalaeriezh en doa roet melestradur Galia d'e vab Saloninus ha d'e jeneraled - Postumus en o zouez. Divarrek e oa Saloninus da zerc'hel penn ouzh aloubadegoù ar C’hermaned hag e 259 (pe 260 hervez klaskourien zo) e voe embannet an impalaer nevez gant e soudarded.

Sezizañ Köln a reas neuze Postumus, lec'h ma oa repuet Saloninus, ha Silvanus, prefed ar pretoridi a roas harp dezhañ. O lazhañ a reas goude kemeret kêr gantañ.

Renadur

kemmañ

Anavezet evel un impalaer e Galia, Germania, Spagn ha Preden. E Köln e lakaas kêrbenn e impalaeriezh ha krouiñ a reas ur melestradur peurglok eviti, gant ur sened, konsuled hag ur gward pretorian. Restorator Galiae a rae anezhañ e-unan war e bezhioù moneiz a oa gwelloc'h o ferzh eget ar re graet gant Gallienus.

Argadiñ Gallienus a reas Postumus e 263, met gloazet e voe Gallienus goude un nebeut trec'hadennoù ha ret e voe dezhañ mont en-dro da Roma. Goude-se ne glaskas an impalaer ober brezel da Bostumus ken. E harzoù an hanternoz a warezas. E Milano unan eus jeneraled Gallienus, Aureolus a anavezas Postumus evel e impalaer met hemañ ne skoazellas ket anezhañ. War a seblant ne oa gantañ dezv ebet da aloubiñ Roma.

Diskar

kemmañ

E 268, Laelianus, unan eus jeneraled Postumus a voe embannet impalaer gant soudarded al Legio XXII Primigenia e Mainz. Daoust ma voe barrek Postumus d'e drec'hiñ buan a-walc'h, ne c'hellas ket kontroliñ e soudarded dezhañ e-unan. E vuntrañ a reas peogwir en-doa difennet outo da beliañ ar gêr.

Unan eus an Tregont Mac'homer a vez graet anezhañ gant an Historia Augusta.

En e raok:
den ebet
Impalaer an Impalaeriezh c'halian
259 - 268
War e lerc'h:
Laelianus pe/ha Marcus Aurelius Marius

Levrlennadur

kemmañ
  • A. Chaboseau ː Histoire de la Bretagne, avant le 13è siècle. Editions de La Bonne Idée. Paris. 1926
  • Bouvier-Ajam, Maurice ː Les empereurs gaulois. Tallandier. Paris. 1984

Gwelet ivez

kemmañ

Impalaeriezh c'halian


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.