Laelianus
Laelianus a oa un alouber roman a enebas ouzh Postumus.
En em embann impalaer a reas Laelianus e Mainz e miz c'hwevrer pe e miz meurzh 268. Nebeut traoù a anavezer diwar-benn e vuehz kent e emsavadenn met krediñ a reer e oa unan eus jeneraled Postumus, marteze al legatus eus Germania Superior pe kpennlu al Legio XXII Primigenia. Un arvar bras a oa-eñv evit Postumus abalamour an div lejion a c'hourc'hemenne (Primigenia e Mainz and VIII Augusta e Strasbourg). Ne badas nemet un nebeud mizioù e emsavadenn, avat. Lahet e voe gant e soudarded pe gant re Postumus goude seziz e gêrbenn.
Marvus e voe ar brezel da Bostumus ivez rak e soudarded a lazhas anezhañ peogwir eñ-doa nac'het outo ar gwir da skrapañ ar gêr.
An hevelep nomen hag ur familh veur eus bro-Spagn, an Ulpii a oa gant Laelianus hag unan eus hec'h izili a c'hell bezañ bet. An dra-mañ a c'hellfe displegañ perak ez eas Spagn en-dro e-barzh an Impalaeriezh roman goude e varvelezh.
Unan eus an Trede Mac'homer a ra an Historia Augusta anezhañ.
Gwelet ivez
kemmañEn e raok: Postumus |
Impalaer an Impalaeriezh c'halian 268 |
War e lerc'h: Marcus Aurelius Marius |