Dañs-punk (dance-punk e saozneg), pe disco-punk pe c'hoazh indie-dance[1], a zo ur seurt sonerezh a voe krouet e dibenn ar bloavezhioù 1970. Liammet eo ouzh ar sonerezh post-punk ha no wave .[2]

Diaraogerien

kemmañ

Kalz strolladoù post-punk a implijas luskoù a lakae ar selaouerien da zañsal. Levezonet e voe ar strolladoù-se gant ar sonerezh disko, funk, ha seurtoù sonerezh dañs all a rae berzh d'ar mare-se, hag ivez gant pladennoù all eus dibenn ar bloavezhioù 1970 evel re David Bowie,[3] Brian Eno hag Iggy Pop, hag ivez pladennoù strolladoù alaman' zo a rae sonerezh krautrock. Er bloavezhioù 1980 e c'haller menegiñ Public Image Ltd.,[4],[5] Gang of Four,[2][5][6] New Order,[7] Killing Joke,[8] The Cure,[9] Siouxsie and the Banshees,[10] ha Sigue Sigue Sputnik. E New York e oa strolladoù evel Material,[11] the B-52's, Blondie, James Chance and the Contortions,[2] Cristina Monet, ESG, Liquid Liquid ha Talking Heads[12]. E 1983 e reas berzh ar ganerez alaman Nina Hagen gant he zon "New York New York", m veske he doare punk (hag opera) da ganañ gant luskoù disko.[2] Sonerezh dance-punk a ziwanas ivez en Alamagn (Neue Deutsche Welle), Bro-C'hall (coldwave) hag e Brazil. Diaraogerien ar sonerezh dance-punk en em veske ivez gant strolladoù synthpop, elektropop, new wave, art punk, hag ivez strolladoù rock gotek' zo.

Pa zeuas ar sonerezh tekno ha house da vezañ brudet er bloavezhioù 1980 ha 1990 e voe levezonet strolladoù post-punk' zo gant ar sonerezh elektronek, dreist-holl strolladoù al luskas anvet Madchester, evel Happy Mondays ha The Stone Roses, a veske sonerezh indie ha sonerezh rave.[13]

Dance-punk er bloavezhioù 2000

kemmañ

Ar sonerezh anvet dance-punk a ziwanas en-dro e penn-kentañ ar 21 kantved[5] gant strolladoù evel Liars, The Rapture, Radio 4, !!! ha The Faint. Da-heule voe ivez Death from Above 1979, Yeah Yeah Yeahs, Test Icicles, Fake Shark - Real Zombie!, The Presets, The Kills ha Q and Not U hag a liammas ar sonerzeh dance-punk ouzh levezonioù all evel ar sonerezh post-hardcore ha re all c'hoazh. A-fet ti-embann pladennoù e c'haller lakaat DFA Records da di-embann pennañ ar sonerezh dance-punk. Ouzhpenn skignañ pladennoù LCD Soundsystem e skignont ivez re Brinvonda, Shit Robot, Delia Gonzalez & Gavin Russom, Booji Boy High, Shocking Pinks, Holy Ghost!, Still Going, Syclops ha YACHT. En dance-punk e c'haller renkañ ivez Crystal Castles could be argued as belonging to the genre, but their music also borders on Noise Pop, and New Rave[14].

Notennoù

kemmañ


Levrlennadur

kemmañ
  • Simon Reynolds, "Mutant Disco and Punk-Funk: Crosstown Traffic in Early Eighties New York (and Beyond ...)." Rip It Up and Start Again: Post-punk 1978-84. Londrez, Faber and Faber, Ltd., 2005

Liammoù diavaez

kemmañ