Parlamant ar Rouantelezh-Unanet
(Adkaset eus Dael ar Rouantelezh-Unanet)
Da c'hrez Karta Veur rediet da Yann Dizouar e 1215 e voe savet da vat Parlamant ar Rouantelezh-Unanet (Parliament of the United Kingdom of Great Britain and Northern Ireland bremañ e saozneg).
Parlamant ar Rouantelezh-Unanet
Deiziad krouiñ | 1801 |
---|---|
Anv er yezh a orin | Parliament of the United Kingdom of Great Britain and Northern Ireland |
Stad | Rouantelezh-Unanet |
A dalv evit tiriad | Rouantelezh-Unanet |
Isaozadur | Court of Referees |
Sez sokial | Palez Westminster |
Erlec'hiañ a ra | Parliament of Great Britain, Parliament of Ireland |
Lec'hienn ofisiel | https://www.parliament.uk/ |
Open data portal | data.parliament.uk |
API endpoint URL | https://idp.parliament.uk/openaccess |
Citizen's initiatives URL | https://petition.parliament.uk/ |
Adalek ar XIVvet kantved e krogas ar Parlamant-se d'en em vodañ e div gambr a-ziforc'h : ur Gambr Izel, Ti ar C'humunioù, hag ur Gambr Uhel, Ti al Lorded: divgambrek eo eta Parlamant ar Rouantelezh-Unanet.
Da c'hrez Charlez I (1625-1649) e klaskas ar roue tremen hep tennañ kont eus ali ar Parlamant. Ar barlamantourien a redias, dre Zisklêriadur ar Gwirioù embannet e 1689 da heul Eil Dispac'h Bro-Saoz, ar roue da sujañ da c'halloud ar Parlamant.
E Palez Westminster en em vod div gambr ar Parlamant.
-
Palez Westminster
-
Tres diabarzh ar palez