Damião de Odemira, anavezet ivez dindan ar stumm italianek Damiano, a zo bet ganet en Odemira (Portugal) er XVvet kantved ha marvet er XVIvet kantved.

Apotikaer portugalat, c'hoarier ha skrivagner echedoù. E studiadenn bet skrivet en italianeg hag e spagnoleg (Tratado de Xadrez e portugaleg; "Questo libro e da imparare giocare a scachi: Et de belitissimi Partiti"), embannet e Roma e 1512, a roas e vrud dezhañ. Ret oa bet dezhañ tec'hout kuit du-hont pa voe skarzhet ar yuzevion eus Portugal dindan ren Manuel Iañ.

Levr Damião de Odemira

Ar C'haradenn Damiano

kemmañ

Anvet eo bet ar c'haradenn-mañ diwar Damiano, daoust dezhañ bout lâret splann ne vez ket un dra vat c'hoari "f 6".

1. e4 e5

2. Mf3 f6

3. Mxe5

 
Garadenn Damiano

Oberenn skrivet

kemmañ
  • Damião de Odemira, Tratado de Xadrez, "Questo libro e da imparare giocare a scachi: Et de belitissimi Partiti", Roma, 1512.

Liamm diavaez

kemmañ

Div bartienn e Chessgames